Blaz an tu dehoù pellañ a zo gant ar vreserezh Kerfave
Dec'h e oa bet digoret ar vreserezh Kerfave e Plian, ur gumun e-kichen Sant-Kae ha Plourac'h, e Aodoù-an-Arvor. Reuz a zo abaoe meur a sizhun tro-dro d'an darvoud-mañ er barrez. Aon a zo gant an annezidi e teufe ar vreserezh da vezañ ul lec'h a vodfe faskourien. Rak ur perc'hen dic'hortoz a zo gant ar stal. Gant un den eus an tu-dehoù pellañ eo perc'hennet an ti : Erik Tegner. Muioc'h a ditouroù diouzhtu war an afer-mañ gant Anne Koadig, a zo ezel eus ar CVA 22, ur strollad enep-faskour.
Anne Koadig a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 400 a dud a oa bet o vanifestiñ a-enep ar vreserezh dec'h. Gervel a ra ivez ar strolladoù enepfaskour Aodoù-an-Arvor d'ur boycot sitoaian eus bier ar vreserezh Kerfave.